Emaoc'h e soñj da zigeriñ un hentad divyezhek? Deuit e darempred gant Divaskell Breizh
Ur gevredigezh kerent eus ar skolioù frank (APEL) emaoc'h e Breizh istorel. C'hoant hoc'h eus da grouiñ un hentad divyezhek en ho skol? Amañ emañ Divaskell da sikour ac'hanoc'h.
Gwenegan Caouissin zo kenurzhier hor c'hevredigezh Divaskell Breizh. Kelaouiñ a raio ac’hanoc’h ha sikour a raio ac’hanoc’h en ho raktres krouiñ, ho kendivizer e vo.
Gallout a rit mont e darempred gantañ a Lun da Wener dre bostel pe dre bellgomz eus 9 e da 12 e hag eus 1 e 30 da 5 e 30.
Divaskell Breizh zo un daou-ugent skol bennak e dalc'h ar Gelennadurezh Katolik a gaver e Breizh a-bezh hag a ginnig un hentad divyezhek (galleg-brezhoneg pe galleg-gallaoueg).
D'ar 1añ a viz Genver 2024 e vo 1500 skoliad er c'hlasoù divyezhek Divaskell.
Deskiñ e brezhoneg (Deskadurezh katolik)
keveler gant Divaskell Breizh abaoe 2020
En ho kourc'hemenn eo Gwenegan Caouissin
Postel : contact@divaskell.bzh
Pellgomz : 07 48 15 20 71
" Kaset e vez en-dro Divaskell Breizh gant sikour kerent ar c’hlasoù divyezhek. Ur gevredigezh kerent skolidi eo da gentañ-penn. "
Deuit ganeomp !
Trugarez vraz d'hor c'hevelerien
Divaskell Breizh | SIREN : 893 565 598 | 3 alez ar Felger - 56610 Arradon | 07 48 15 20 71 | darempred | menegoù lezennel | webmaster : Quimper Internet